Deskiñ ha Komz Brezhoneg

logo

Kentel Brezhoneg - Miz Mae ha Even 2025

Kentel Brezhoneg - Mae ha Even 2025

An anaforenn - L'anaphore : (complément anticipé ou faux sujet)


Kentel 18 Oulpan3

a : N'eo ket mat ar geusteurenn ?

b : Geo, mat eo met ma begel zo a'i tenn warnañ...

a : N'echui ket da bladad ?

b : Nann, debret 'm eus ma gwalc'h.

a : Bisig amañ 'vo stad ennañ 'klevet se 'm eus aon.

b : 'Toa ket lâret din 'oa 'paouez debriñ ?

a : Geo, met hemañ 'vez ket leun e gof james.

b : Kousket ha debriñ : ar c'hizier 'vez brav de'o 'mes tra!


a : N'eo ket mat ar geusteurenn ?

b : Eo, mat eo met ma begel zo erru tenn warnañ...

a : N'echui ket da bladad ?

b : Nann, debret em eus ma gwalc'h.

a : Bisig amañ a vo stad ennañ o klevet se 'm eus aon.

b : N'ez poa ket lavaret din e oa o paouez debriñ ?

a : Eo, met hemañ ne vez ket leun e gof morse.

b : Kousket ha debriñ : ar c'hizier a vez brav dezho memes tra!

• Geriaoueg Oulpan3 Kentel 18.

Berr➣ court

Diroget➣ déchiré

Amann➣ (du) beurre

Yenerez°(ed)➣ réfrigérateur

Esañs➣ (de l') essence

Gouriz(où)➣ ceinture

Kravatenn°(où)➣ cravatte

Bezañ droug ennañ➣ être fâché

Bezañ stad ennañ➣ être content (ravi)

Bezañ lorc'h ennañ➣ être fier

Keusteurenn°➣ chose cuisinée

Tenn➣ tendu

Begel(ioù)➣ nombril

Pladad(où)➣ platée, assiettée

Gwalc'h➣ satiété, soûl

Bisig➣ surnom d'un chat

Leun➣ plein

Kof(où)➣ ventre

Bragoù°(brageier)➣ culotte, pantalon

Dremm°(où)  visage, vue, regard

 

 • Kentel 18 Oulpan3 Adlavaret

1. Me eo(zo) hir ma blev.

   Me eo(zo) berrr ma blev.

   Me eo(zo) du ma blev.

 

2. Te a oa diroget da vragoù.

  Hi a oa diroget he bragoù.

   C'hwi a oa diroget ho pragoù.

 

3. Piv zo tud en e di ?

   Piv zo amann en e yenerez ?

   Piv zo esañs en e garr ?

4. Yann a oa ma mantell gantañ.

   Anna a oa ma gouriz ganti.

   Te a oa ma c'hravatenn ganit.

 

5. An tad zo droug ennañ.

   Ar vamm zo lorc'h enni.

   Ar vugale zo stad enno.

 

 

 

 

 

• Pleustriñ 1 (pajenn 144)

a : Penaos 'c'hallin anav'out ac'hanoc'h deuzh ho preur ?

b : Aes 'vo. Me zo berr ma blev ha ma breur zo hir e re.

 

a : Penaos 'c'hallin anav'out Sarah deuzh da geniterv° ?

b : Aes 'vo. Sarah zo du he daoulagad ha ma c'heniterv zo glas he re.

 

a : Penaos 'c'hallin anav'out Ronan deuzh e vreur ?

b : Aes 'vo. Ronan zo sichant e zremm ha e vreur zo rust e hini.

a : Penaos 'c'hallin anav'out da vamm deuzh he mignonez ?

b : Aes 'vo. Ma mamm zo tev he c'hof ha he mignonez zo moan he hini.

 

a : Penaos 'c'hallin anav'out ho deñved deuzh o re ?

b : Aes 'vo. Ma deñved zo brizh o c'hroc'hen ha o re zo gwenn o re.

 

a : Penaos 'c'hallin anav'out da gi deuzh ma hini ?

b : Aes 'vo. Ma hini zo bras he penn ha da gi zo bihan e hini.

 

• Pleustriñ 2 (pajenn 144)

a : Piv 'vefe butun en e di ?

b : Goulenn gant Yann, hennezh 'dlefe bezañ butun en e di...

 

a : Piv 'vefe boued en he zi ?

b : Goulenn gant Rozenn, honnezh 'dlefe bezañ boued en he zi...

 

a : Piv 'vefe wiski en o zi ?

b : Goulenn gant Dan & Max, ar re-se 'dlefe bezañ wiski en o zi...

a : Piv 'vefe ur stilo en e chakod ?

b : Goulenn gant Ronan, hennezh 'dlefe bezañ ur stilo en e chakod...

 

a : Piv 'vefe alumetez en he sac'h ?

b : Goulenn gant Sarah, honnezh 'dlefe bezañ alumetez en he sac'h...

 

a : Piv 'vefe kasedigoù mat en o c'harr ?

b : Goulenn gant Glenn & Reun, ar re-se 'dlefe bezañ kasedigoù mat en o c'harr...

 

• Lakaat e brezhonneg - Lakaat e galleg

1• Moi, ma maison est très grande.➣ Me zo bras-mat ma zi.

2• Qui a du tabac dans ses poches ?➣ Piv zo butun en e chakotoù ?

3• Toi, tes enfants ont cassé ma voiture.➣ Te, o deus torret da vugale ma c'harr.

4• Qui a les cheveux longs dans ta famille ?➣ Piv zo hir e vlev ez familh ?

5• Celui-là, sa maison se trouve à Nantes.➣ Hennezh zo e di e Naoned.

 

• C'hoari Diñsoù - p147/p148 OULPAN 3

 

C'hoari Diñsoù p147 C'hoari Diñsoù p147
Galleg Brezhoneg
1  Nous nous sommes téléphonés hier soir. ...
2  Il avait quetre cent cinq doigts. ...
3  Ma soeur a les cheveux bleus. ...
4  Toi, il faut que tu partes ! C'est vrai.. ...
6  Dans cette maison, il y avait beaucoup de gens. ...
7  Qui a du pain chez lui ? ...
8  La cravate que tu m'as achetée est beaucoup trop grande. ...
10 La personne qui est assise à côté de moi sent mauvais. ...
11 Je suis sûr que tu as mon argent. ...
12 S'il avait mangé, il me l'aurait dit ...
13 Il devrait pleuvoir cet après-midi. ...
14 Je ne veux pas que vous parliez de moi quand je ne suis pas parmi vous. ...
15 Mon fils ici sera content d'entendre ça. ...
16 Je viens de faire du feu. ....
18 Ce requin n'a jamais le ventre plein. ...
19 Où avez-vous trouvé le marteau que je vois là ?. ...?
20 Vas y, le chien ne va pas te manger ! ...

 

C'hoari Diñsoù p148 C'hoari Diñsoù p148
Brezhoneg Galleg
Ni a oa ganet hor merc'h d'an tri a viz Gwengolo. Notre fille est née le trois septembre.
2  C'hwi en deus diroget ho ki tout ma dilhad. Votre chien a déchiré tous mes vêtements.
3  Hennezh a vefe poent dezhañ parfetaat. ...
4  Ma vefe ur gouriz ganit e vefe aesoc'h. S'il avait une ceinture ce serait plus facile.
6  Honnezh a blije an diamantoù kaer dezhi. Celle-ci aimerait un beau diamant.
7  Lezet e oa bet hanter varv. Il a été laissé à demi-mort.
8  C'hwi a vefe poent deoc'h soñjal ennoc'h hoc'h-unan. C'est le moment de penser par vous-même.
10 Ezhomm em befe da gaout unan pell ledanoc'h. J'aurai besoin de trouver un lointain plus large.
11 Pegen diwezhat e viot warc'hoazh ? Vous serez en retard de combien demain ?
12 Ar vag emaomp e-sell da brenañ zo un hanter brasoc'h evit homañ. Le bateau que nous envisageons d'acheter est moitié plus grand que celui-ci.
13 Te zo erru ruz da zaoulagad. Tes yeux sont devenus rouges.
14 Piv zo plas en e akwariom ? Qui est ???
15 Ar re-se a oa aet ma arc'hant ganto. Mon argent est parti avec-eux.
16 Da bet eur e oac'h aet d'en em walc'hiñ ? A quelle heure allez-vous vous laver?
18 Debret hoc'h eus ho kwalc'h ? N'hon eus ket. Avez-vous suffisament mangé ? non.
19 Te a blij da garr din. J'aime ta voiture.
20 Goût a rez da bet eur e vo kaset al lizher ? Tu sais à quelle heure partira la lettre ?